Mont d’an endalc’had

Valkirienn

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Delwenn anvet Sinding Valkyrie
gant Stephan Sinding (1846-1922), den ur park e Kopenhagen

Valkirienn (eus valkyrja (liester : valkyrur), eus val (lazhañ) ha kyrja (dibab)), da lavaret eo : ar re a zibab ar re varv) a reer eus gwerc'hezed-brezelourezed e mojennoù Skandinavia. Servijout a reont Odin, hag eñ e penn an doueed. Gwisket e vez ar valkiriezed gant houarnwiskoù, kas a reont brezelioù hag e lazhont brezelourien. Ene ar vrezelourien galonekañ a gasont d'ar Valhall, palez bras Odin. Eno e teu ar vrezelourien da vezañ einherjar. Ar vrezelourien-se a zo sañset stourm a-gevret gant Odin pa vo erru mare Ragnarök. Valkiriezed zo o deus ur perzh bras e mojennoù Skandinavia.

Displegadurioù

The Valkyrie's Vigil gant Edward Robert Hughes (1851-1914)

N'eo ket splann an diforc'h etre ar valkiriezed hag an Norned. Skuld, da skouer, a zo ezel eus an daou rummad. En arz a-vremañ e vez diskouezet alies valkiriezed evel gwerc'hezed brav war varc'h. Padal ez eo ur c'henning bleiz a vez implijet gant ar valkiriezed, ha neket ur marc'h. Ar valkiriezed a varc'hekae kentoc'h bandennadoù bleizi a ruze war an dachennoù emgann e-touez korfoù ar vrezelourien. Alies e seblant ar valkiriezed bezañ keñveriet gant ar brini, loened a gaver alies e mojennoù Skandinavia (da skouer Hugin ha Munin, an div vran a vez kludet war zivskoaz Odin)[1].

Anvioù all

Óskmær

Óskmær a zo savet diwar mær : « plac'h yaouank», « gwerc'hez», hag ósk : « c'hoant», « het ». Ral eo ar ger-se, ha tost eo eus Ce óskamær, « gwerc'hez dibabet » (gant Odin)[2]. Ar ger-se a implijer evit a sell ouzh Brynhild en Oddrúnargrátr hag evit a sell ouzh Hljód er Völsunga.

Óðins meyjar

A-wechoù e kaver Óðins meyjar (« gwerc'hezed Odin ») e-lec'h valkiriezed. Ar ger-se a gaver e-barzh þula[3].

Ar valkiriezed pennañ

Freya gant Nils Blommér, 1852

Freya eo ar valkirienn bennañ. En he maner Sessrumne (diazezet e Folkvang) e tegemer ar vrezelourien varv, ha sturiañ a raio anezho devezh emgann Ragnarök.

Gunnr (hag a zo meneget er Rök Runestone) ha Skögul (a zo meneget en ur skrid runoù eus an XIIIvet kantved e Bergen) a zo ivez valkiriezed pouezus.

E bed ar sevenadur

Meur a oberenn arzel (taolennoù, delwennoù, operaoù) a zo diazezet war dodenn ar valkirienn. Er sevenadur pobl (bannoù-treset, c'hoarioù video, skinwel) e kaver valkiriezed ivez.

Die Walkyrie (1870) eo anvet eil lodenn " Der Ring des Nibelungen ", bet savet gant Richard Wagner.

Notennoù

  1. Valkyries, Wish-Maidens, and Swan-Maids lec'hienn : Viking Answer Lady
  2. Byock, Jesse L. Notenn tennet eus : The Saga of the Volsungs : the Norse epic of Sigurd the dragon slayer. Intro. and trans. by Jesse L. Byock. Berkeley : University of California press, 1990. P. 112. ISBN 0-520-23285-2.
  3. Ásynja heiti (3). Ed. by Elena Gurevich. Skaldic Poetry of the Scandinavian Middle Ages.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.