Mont d’an endalc’had

Kavell (gwele)

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Kavell, gant Berthe Morisot, 1873, Mirdi Orsay.
Kavell da luskellat
Kavell en ur gambr
Kavell rouanez Bro-Saoz

Ur c'havell (liester : kevell) a zo ur gwele bihan ma vez lakaet da gousket ar babigoù hag ar vugale vihan, dindan 2 pe 3. Fardet e vez e meur a stumm ha meur a danvez (koad, kerdin, metal), met ur perzh a zo dezhañ : emañ tro-war-dro d'al lec'h ma vez lakaet ar bugel en e c'hourvez warnañ un diardro a-blom ken ne c'hell ket ar c'hrouadur na kouezhañ dre zegouezh na diloc'hañ hervez e youl.
Alies e vez fardet an arrebeuri-mañ ken e c'heller luskellaat anezhañ ha lakaat buanoc'h ar bugel da c'housket. Luskellennoù (-babigoù) a vez graet eus ar gevell a-istribilh da vezañ roet ul lusk dezho.

Pa veze gweleoù-kloz e Breizh gwechall e veze lakaet ar babigoù e c'hevell-stign a-istribilh. Tud all o doa kevell e koad a lakae anezho war ar c'houfr a veze a-wechoù a-raok ar gwele-kloz ha lodenn anezhañ peurvuiañ. Ar bank-tossell a veze graet eus ar bank ha koufr-se.

Kav+ell. Kav a vez graet eus un dra a zo dezhañ un donder. Al lostger -ell a zo ouzhpennet d'ar perzh pennañ a zo d'un draezenn. Sell ouzh brañsigell, gwarell, kammell, stlakell...

Pa'z eo er c'havell e krog spered an Den da zihuniñ e vez graet kavell eus ul lec'h m'eo diwanet ur meiz pe un teknik. Kavell an demokratelezh eo bet Bro-C'hres, da skouer.

Pennad kar