Mont d’an endalc’had

Jakez Riou

Eus Wikipedia
Jakez Riou
Jakez Riou
Anv ofisiel Jacques Yves Marie Riou
Anv pluenn Jakez Riou
Hep ken
Obererezh Daneveller, barzh, c'hoarivaour, romantour
Ganedigezh 1 a viz Mae 1899
e Lotei
Marv 14 a viz Genver 1937 (37 vloaz)
e Kastell-Briant
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Geotenn ar Werc'hez
Gorsedd-Digor
Nomenoe-oe !
An ti satanazet

Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Riou (Jacques Yves Marie Riou). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa d'an oad a 37 vloaz d'ar 14 a viz Genver 1937 e Kastell-Briant (Bro-Naoned).

Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da skolaj Hondarribia en Euskadi[1]. Daou grennard all a oa gantañ, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien, a oa bet merzet gant beleien o farrez dre ma oa danvez beleien enno. Skrivagnerien vrezhonek eo deuet da vezañ an tri anezho.
Mont a reas goude, e 1916, da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Miranda Ebro, proviñs Burgos, e Spagn[1] ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel 1918 ; seizh vloaz e oa chomet pell diouzh e vro.
Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent en Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel).

Embann a reas istorioù ha kontadennoù er c'hazetennoù Buhez Breiz, renet gant Pêr Mokaer. E 1928, a-drugarez d'e vignon Youenn Drezen e krogas gant ar vicher kelaouenner er gelaouenn Le Courrier du Finistère, renet gant ar chaloni René Cardaliaguet. Er memes bloavezh e krogas da genlaboura gant ar gelaouenn Gwalarn, renet gant Roparz Hemon. Anavezet eo dreist-holl evit e zanevelloù, strobet evit ar wech kentañ e 1934 dindan an anv Geotenn ar Werc'hez, hag adembannet meur a wech dibaoe..

Tapet gant an drouk-skevent e varvas e klañvdi Kastell-briant. Bri zo bet roet d'e oberenn gant Youenn Drezen gant ur pennad hir "E Koun Jakez Riou" embannet gant Gwalarn[2].

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Jakez Riou.

  • Ar Morskouled (danevell) Buhez Breiz 1923
  • Ar Manac'h Mogn (danevell) Buhez Breiz 1924
  • Lizer an hini Maro (danevell) Le Courrier du Finistère 1924
  • Geotenn ar Werc'hez (Danevell) Gwalarn Nn 13 1928
  • Ur Barr-Avel (danevell) Gwalarn Nn 14 1928
  • Prometheus ereet (danevell) Gwalarn Nn 15 1928 (e koun Jorj Robin)
  • An Tousegi (barzhoneg) Gwalarn Nn 15 1928
  • Ar Balafenned gwenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 15 1928
  • Gorsedd digor (pezh-c'hoari) Gwalarn Nn 16 1928 (skeudennaouet gant Michel Mohrt oadet a 14 vloaz)
  • Introibo (barzhoneg) Gwalarn Nn 16 1928
  • Yun (danevell) Gwalarn Nn 17 1929
  • Mona (danevell) Gwalarn Nn 18 1929
  • Balafenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 19 1929
  • Gouel ar Sakramant (danevell) Gwalarn Nn 20 1929
  • An ti Satanazet (romantig) Le Courrier du Finistère 1930-1931
  • Serr-noz (barzhoneg) Gwalarn Nn 29 1931
  • Ar Feunteun zu (barzhoneg) Gwalarn Nn 66 1934
  • Ar Run-Heol (danevell) Gwalarn Nn 70 1934
  • Anna Tregidi (barzhoneg) Gwalarn Nn 70 1934
  • Ar goulenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 70 1934
  • Lan, embanner al ludu (danevell) Gwalarn Nn 110-111 1938
  • Arnev (danevell) Gwalarn Nn 110-111 1938
  • Tan war c'horre Kemenez (danevell) Gwalarn Nn 132 1941
  • Pec'hed marvel Gregor Kogan (danevell) Gwalarn Nn 132 1941
  • Nomenoe-Oe ! (pezh-c'hoari), Embannadur Skrid ha skeudenn, Skeudennaouiñ gant Pierre Péron, 1941 (ISBN 2867750458)
  • Dogan (pezh-c'hoari) Skrid ha Skeudenn 1943
  • Heol (barzhoneg) Al Liamm 1954

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adembannadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 Alan Dipode : Youenn Drezen – Ma zammig buhezig, Al Liamm niv. 317, Du-Kerzu 1999, pp. 24-34.
  2. E Koun Jakez Riou, Gwalarn, N°110, Genver 1938
  3. Adembannet eo bet Torfed ar Frer Juniper gant Hor Yezh e 1993
  4. « Gorsedd-Digor » a oa bet adembannet gant Emgleo Breiz er gelaouenn Brud, niv. 45, diskar-amzer 1973 ; golo gant Pierre Péron, rakger gant Pêr-Jakez Heliaz, skeudennoù gant Mikael Mohrt.